Kanet he deus Anza Henry e brezhoneg gant Zaho de Sagazan!
En Erer kozh disul e oa bet klevet brezhoneg e-kerzh sonadeg an arzourez vrudet Zaho de Sagazan. Anza an hini eo he doa kanet La Symphonie des Eclairs, da lâret eo Kanenn al Luc’hed e brezhoneg, ha dek mil ha tri-ugent a dud o selaou anezhi. Goude-se e oa bet gwelet ar video gant ouzhpenn ur milion hanter a dud war ar rouedadoù sokial.
Bet oa Bleuenn Al Lae o c’houlennata Anza hag he zad war marc’had Rostrenn dec’h.